www.leslibraires.fr
DISPAC'H
EAN13
9782917520345
ISBN
978-2-917520-34-5
Éditeur
MADEG

Dispac'H

Madeg

Indisponible
En eurioù-mañ e kavoc'h da lenn eñvorennoù ul Leonad, ganet e 1760. P'edo war e gozhni, deuet da vezañ dall ouzhpenn, en doa kontet anezho d'e vab bihan : martolod er Royal pa ao krennard, ranket dezhañ chom en Amerik. Eno en doa bet digarez da zaremprediñ Iwerzhoniz ha Saozon e Boqton, Kanadianed hag Indianed, ha da gemer e lod er brezel 'oa bet peursavet ar Stadoù-Unanet war e lerc'h : emgannoù Saratoga, Chesapik hag e se.
Distro e Breizh-Izel 'oe tro ha tro garde, trafiker kezeg ha pa zeuas an Dispac'h e lakaas e anv da vont da archer. Heuget gant an darvoudoù setu eñ chouant. Ur vuhez avanturus ma z eus, ha reuzus ivez, e-giz ma oa bevet meur a hini gant yaouankizoù yac'h an anzer-se, da vihanañ keit ha ne vezent ket lazhet... A vloavezhiadoù e rae e gont betek 1800, pa zistroas ar peoc'h e Breizh-Izel, ma n'eo ket e lec'h all...
S'identifier pour envoyer des commentaires.